àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Champs d'expression

Champs d'expression

Bep bloaz bremañ abaoe 2013 'vez aozet labourioù gant arzourien e tiez-feurm e kreiz Breizh, diwar intrudu ar grevedigezh « la fourmi-e ». Ur mod eo da liammañ an arz a-vremañ gant ar vuhez diwar ar maez. Evit ar bloaz n'eo ket e meur a di-feurm eo bet staliet an traoù evel ar bloavezhioù a-raok, met en unan hepken, evit ul labour war hir dermen 'vat. En un ti-feurm staliet a-nevez e Plougernevel, 'tal-kichen Rostrenn, gant tri den yaouank, Benjamin ha Marion Henry ha Pierre-Yves Ar Panse, zo bet degemeret daou arzour deus Kerne Izel, Barth Peron ha Fañch Dodeur. Arzourien hag a c'hoari gant ar sonioù, hag ar skeudennoù munut. Un tamm tro 'h eomp d'ober d'ar plas, asambles gant Benjamin Henry, zo da lâret deomp pelec'h en em gavomp. deus mikro TK.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio