àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleir 5:30 noz

Keleir 5:30 noz

@@@".bzh" 'vo benn nebeut?@@@ A benn nebeut marteze, 'vo gwelet war internet anvioù lec'hiennoù oc'h echuiñ gant ".bzh" e lec'h ".fr" pe ".com" pe c'hoazh ".net". Christian Demeurée-Vallée, a zegas displegadennoù deomp war an implijoù gortozet. Deus mikro Anne Gouerou. Selaouit an itv @@@Tro ar chapelioù 'ba Kreiz Breizh@@@ 'Hed an hañv 'vo tro ar chapelioù e Kreiz Breizh bep yaouvezh. Digarez 'vo da vale dre ar vro, en ur zizoloiñ chapelioù, ha selaou muzik a-bep seurt. Muioc'h a zisplegadennoù gant Dominique Jouve, unan deus an aozerien, deus mikro Tudual Karluer. @@@Manifestadegoù studierien 'ba Kebeg: sell ur vretonez@@@ Abaoe miz C'hwevrer tremenet 'zo studierien 'ba Kebeg a vanifeste a-enep ur raktres kreskiñ ar frejoù en em enskrivañ 'ba skol-veur. Selaouomp displegadennoù Solenn Mordret, ur studierezh yaouank eus Plouider 'oa o studiañ ar biologiezh 'ba Skol-Veur Laval 'ba kêr Gebeg. Gant Erwan Blanchard. Selaouit an itv

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio