Diaes de gaout fibr optik 'ba Menez Are
Ranket 'neunt dilennidi kumuniezh kumunioù Menez Are sevel o mouezh 'vit kaout an holl lugelloù fibr optik 'noant o annezidi da gaout. Un tamm jeu 'zo bet gant kumuniezh kumunioù ar Poc'her e-keñver ar mod da ingalañ 'nezho. Koulskoude eo a-bouez kaer evit an dud 'zo o chom war ar maez bout luget ouzh an internet ha kaout kement a nerzh ha 'bar c'hêrioù. Selaouomp displegadennoù Gérard Gwenn 'zo bez-prezidant Menez Are kumuniezh hag eil maer Boneur. Gant Erwan Blanchard.