àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Brezhoneg betek ar gumuniezhoù Maya

Brezhoneg betek ar gumuniezhoù Maya

Ar strollad c'hoariva a vicher e brezhoneg La Obra a oa e miz meurzh e bro wGwatemala ! Un droiad a voe kaset ganto evit kinnig o vezhienn c'hoari ziwezhañ, « La Caminata ». Gellet o doa ar vretoned hag ar barizianed gwelet anezhi un tammig abretoc'h er bloaz. Liesyezhek eo an arvest, savet e kenlabour gant komedianed gwatemaltek just a-walc'h. Klevet vez dreist holl brezhoneg ha spagnolek enni, hag ivez un tammig a c'halleg. E dek lec'h disheñvel deus bro wGwatemala o deus bet diskouezet o labour. Céline Soun a zo renourezh ar strollad. Lâret a ra da Laetitia Fitamant deus Radio Kerne e pelec'h o deus bet c'hoariet. Diskouezet vo La Caminata en dro e Breizh a-benn an distro skol, normalamant.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio