Echu 'vo benn ur miz hanter evit ar Pub Follette 'ba Gomené
Ivan Chaintu ha Valériane Vilain a zo oc'h ober àr dro ar Pub Follette. Lec'hiet eo an davarn nebell deus Loudia war su Roazhon e bro c'hallo. Ivan ha Valériane 'zo rennerien an embregereh kooperativel SCIC« La Triplette Dézinguée ».
Jenet eo annezidi ha tud e-touezh skipailh an ti-kêr get an hevelep stal 'zo er geriadenn.
Nac'het 'zo bet sinañ ar feurm ar blez 'mañ, ret e vo dezho mont kuit benn fin miz Gouere.
Ur c'homite de souten rennerien ar pub a zo bet savet.
Tangi Simon 'zo ezel er c'homite, dezhañ eo prizius ar Pub Follette. Doc'h mikro Enora Molac.
Ur pajenn facebook ez eus m'ho peus c'hoant mont e darempred gete : Soutien à la triplette