Eil tro dilennadegoù prezidant : c'huitet get an FN
Breizh a chom ur lec'h diaes evit an Talbenn Broadel (Front National). Etre 29 % d'ar muiañ e departamant ar Morbihan, ha 21 % en departamanchoù all hi doe graet Marine Le Pen. Pevar gumun n'oe votet muioc'h eviti eget evit Emmanuel Makron : Radeneg pe Krugel en o zouez, an holl 'zo kumunioù bihan er Morbihan.
Un emgav 'zo bet roet da stourmerion an talbenn broadel e Gwened disul de noz evit embann an disoc'hoù, aet eo Enora Molac de welet aneze.