àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gouel evit ar repuidi

Gouel evit ar repuidi

Degemeret 'oe ur familh kristen a Bro-Irak get ar gevredigezh "Bienvenue Alhan Wa Salhan" e bro-Landerne. En em gavet int their sizhun 'zo amañ er vro. Evit kenderc'hel da reiñ ur plas dezho 'oa aozet un devezh gouel dec'h e Landerne get un oferenn, un digor kalon, ur pred hag ur sonadeg kaset get al laz-kanañ Hekleo. Degemer oe bet mat an dud, en arvar o buhez e Irak 'blam da Daesh 'zo a-bouez kaer 'vit tud 'vel Louis Gueguen 'oa deuet eus ar Roc'h-Morvan 'vit kemer perzh 'bar gouel. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio