àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Piv eo Jean-Marc Ayrault, ministr ketañ Frañs?

Piv eo Jean-Marc Ayrault, ministr ketañ Frañs?

Hiziv neus kemeret Françoise Hollande e garg a brezidant en ofisieln e-korv un devezh lid a-bouez. Àr-lerc'h bout n'um gavet e palez an elize ha bout komzet get Nikolaz Sarkozy durant un hanter euriad, neus lâret kenavo dezhon. Bet eo àr bez ar soudard dianav edan an arc de triomphe e pariz, roet neus inour da Jules Ferry ha da Marie Curie. E ti-kêr Pariz eo bet iwez. Pad eo waet kuit ag an ti-kêr e oa Jean-Marc Ayrault e-tal dezhoñ. Hennezh zo bet anvet ministr ketañ ar vro. A-c'houde pell int feal an daou zen an eil d'egile. Jean-Marc Ayrault zo maer Kêr-Naned a-c'houde 1989 hag e penn an deputeed ps er vodadeg broadel a-c'houde pemzek vlez. Selaouamp doh soñj François Marc, senedour PS Penn ar Bed, aterset get Anne Gouerou.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio