àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5e30

Keleier 5e30

@@@Arvor 29@@@ Arvor 29, kampion Bro-C'hall 'vit ar wech kentañ ! Un taol-kaer 'neus nemet merc'hed Penn-ar-Bed 'zo deuet a-benn d'ober 'ba istor an handball 'ba Breizh. Koulskoude ur c'heloù fall 'oa embannet gant Ken-gevredad Bro-C'hall Hand e-kreiz ar sizhun: kaset 'vefe skipailh Arvor 29, en eil rummad 'benn ar bloaz kentañ 'blam da c'hudennoù arc'hant. Memestra eo laouen an holl 'bar c'hlub. Selaouomp Jean-Yves Kere eus Arvor 29 @@@Devezhioù Europa@@@ Gouzout hiroc'h a-zivout an Europ, setu pal « devezhioù Europa » 'zo savet e kornad Pondi er mare-mañ. Noemie Konyari, ugent vloaz zo deuet da studiañ e Frañs wàrlané, a-drugarez d'ar program Erasmus. Emañ ar bloaz-mañ o labourat èvel skoazellerez saozneg e lise Jeanne d'arc - St Ivy. Displeg a ra deomp he ferzh en devezhioù-mañ. (Komzoù dastumet gant Olivier Le Clainche deus RBG hag eil-mouechet gant Yaëlle ar Mouel @@@Erruout ar Redadeg 'ba Douarnenez@@@ Ar « Redadeg » 'vo degemeret disadorn 'ba Douarnenez gant « La vie en reuz », ur gouel savet gant ar fanfar « A bout de souffle » eus Douarnenez, evit lidañ he zregontvet deiz-ha-bloaz. Ur gouel diwar youl pemzek kevredigezh ha pevar c'harter. Solenn Georgeault, unan eus oazerien ar redadeg 'ba Douarnenez, a 'lar deomp hiroc'h war ar programm o deus ijinet an holl 'sames, evit klozañ ar 1500 km

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio