Breizh 5/5 : sekour get an dilennidi.
Disadorn e Pondi e oa bodet izili Breizh 5/5.
Pedet e oa dreist-holl an dilennidi daet a gêrioù perzh er gevredigezh. Kinniget e oa dezhe ur bochad traoù evit lakaat Breizh 5 departamant da vout gwir hep gortoz ar lezennoù. Lakaet eo bet bet àr gaoz àr ar c'honwers er c'herioù, braz pe bihan, àr an diorren padus hag an ekonomiezh kengred, àr ar pik bzh hag a c'hell bout talvoudus evit ar c'herioù ezel, ha c'hoazh. Evit an dud é karg er gevredigezh emañ liammet an holl sujedoù-se get Breizh 5 departamant. Gouiamp pelloc'h get unan anezhe, Yves-Marie ar Braz.