falc'herion kadoerioù
Ur varnadenn e Dacs hiziv. Hini ar Falc'herien kadorioù.
Abaoe ur bloaz e vez aozet oberennoù ingal gant ar strolladoù Bizi, Attac, Mignoned an Douar hag "Oberenn difeuls COP21". E tiez bank int bet da sezisañ kadorioù evit klemm a-enep fuadur an telloù (en evasion fiscale). E Ajañsoù BNP-Paribas eo bet kaset an oberennoù-se da benn dreist-holl, un tamm pep lec'h e Frañs. Hervez ar c'hevredigezhioù eo an ti-bank-se he deus ar muiañ a eilstalioù e baradorioù kemedel: ouzhpenn 200. Un 60 oberenn bennak a zo bet en holl. Liesseurt int bet: un abadenn mod "apostrophe gant Bernard Pivot" en un ti-bank e Biaritz, ur gentell war an arc'hant e Lyon, ur Fraudothon "thelethon ar floderien" e Sant-Nazer, un abadenn "goulennoù evit ur c'hampion" tro-dro d'ar floderezh e Tolosa.
Alies eo bet skarzhet ar stourmerien eus an ajañsoù gant an archerien met n'ez eus bet galvet unan nemetken dirak al lez-varn. Mouez aotreet an oberenn e oa Jon Palais an devez-se. Evit "laeroñsiñ grevus" e vez tamallet da heul un oberenn aozet e Dacs e 2015.
Un degouez e vo neuze evit ar stourmerien evit treuzfurmiñ barnadenn ar paotr yaouank e barnadenn fuadur an telloù. Gant Eva Joly hag he merc'h Caroline e vo difennet Jon Palais.
Da gentañ e klaskint goulenn ma vo dilezet ar garg a laeroñsiñ dre ma 'z eo bet rentet an holl kadorioù amprestet da vare ar varnadenn a-enep Jerome Cahuzac.
Ar pezh o deus c'hoant an disenterien lakaat war well dreist holl eo ez eus arc'hant evit mont war zu ur gevredigezh ekologel. Hag er baradozioù kemedel emañ (paradis fiscal). Bep bloaz eo etre 60 ha 80 milion a eurioù az a da get eus Frañs hag a vez kaset er baradozioù kemedel-se. Eus un tu all e vefe ret kaout 3,5 miliard e euroioù evit lakaat holl tiez feurm ar vro da broduiñ en un doare biologel ha 5 miliard evit kempenn ar rouedad hentoù houarn.
Disoc'hoù fetis a zo bet da heul koulzad oberennoù ar falc'herien kadorioù dija. D'an 3 a viz Mae tremenet en doa roet BNP Paribas da c'houzout e serrfe he eilstalioù en Inizi Caimans.