àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An diviz etre Sarkozy ha Hollande... sell an UMP 'ba Kemper

An diviz etre Sarkozy ha Hollande... sell an UMP 'ba Kemper

Dimerc'her 2 a viz Mae noz oa bet tost 18 million a dud o heuliañ an diviz etre Nicolas Sarkozy ha François Hollande, an daou gabaler a chom war ar reñk evit / eil tro an dilennadeg prezidant disul. Ar pezh a ra 2 villion hanter nebeutoc'h eget pemp ploaz 'zo. Piv 'noa gounezet neuze ? Diaes da lavar peogwir 'neus pep hini difennet mat e damm-bara. Laouen oa QG an daou bolitikour 'ba Pariz, 'vel just. 'Ba Kemper oa dam-heñvel. Pedet oa stourmerien an UMP da heuliañ an diviz e stal politikel Georges-Philippe Fontaine, ar c'habaler UMP evit an dilannegoù-deputed war ar bastell-vro gentañ e Penn ar Bed. Selouit peseurt sell 'zo bet war an diviz gant Maryse Colin, ezel an UMP.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio