àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Abadenn Nnn 188 : Lizher ag ar 1.02.1917

Abadenn Nnn 188 : Lizher ag ar 1.02.1917

Abadenn Nnn 188 Lizher ag ar 1.02.1917 Lec'h : Rollot ///Setu-ni lojet en hol lec'h nevez... Erc'h a zalc'h da gouezh dre-mañ... Er gêr-mañ ema ganet Galland... Re ar Boulbar a zo bet bepred foeñverion... Diaesoc'h eo bout genoc'h du-se a-fet ar yender... A-fet ma zud, na gredit ket emaint bet hep perzh ebet àrnin... Mamm en deus bet bepred perzh àrnin... Ha dalc'het on bet muioc'h e'it bihanoc'h... E deroù ar brezel, me a soñje penaos ar soudarded en dehe bet en em sellet èl breuder... Ne ouian ket ma man douj ma zud... N'hoc'h eus ket da gaout fall ma vourran bout ma-unan... A pa ne vên ket kontant ag ho bokoù n'hoc'h eus 'met ma forsiñ d'o c'hemer... Ne gredan ket e vêr eürus é tispign argant hep sellet... Na zoujit ket a welet kasoni etrezomp... Ar garantez birvidantañ a varvahe doc'h en em loskiñ èl-se dalbezh... Ar pezh a zo sur, ho Loeiz ho kar muioc'h-mui bemdez.../// Respont da veur a lizher, da veur a c'houlenn lec'h-oc'h-lec'h : ar gaoz é vonet a-dreuz hag a-hed. Loeiz hag e dud : ur c'hrennard é klask ober d'e soñj, un den yaouank é lakaat gwask àr e dud na gomprenont ket anezhañ. Izabel daet da vout as. Loeiz : un den aheurtet en e soñjoù na c'hell ket ar re arall kompren; un den techet da lakaat kalz a dud a-kostez abalamour d'an onestiz; un den evitañ e-unan na blij ket dezhañ bout e-kreiz an dud ha na ziskouez ket e santimantoù; ur peizant ha n'eo ket mui ur peizant ha n'eo ket daet da vout un aotroù c'hoazh.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio