Abadenn Nnn 154 : Lizherioù ag an 19 ha 20.10.1916
Abadenn Nnn 154
Lizherioù ag an 19 ha 20.10.1916
Lec'h :.e Romescamp (Oise)
///Eh aer d'hor vaksiniñ... Lakaat ma jilet jiboes en ur pakad... Ar pellañ e chomimp amañ e vo ar gwellañ : ar brezel a red bepred... Prizonour e vêr er vecher-mañ... C'hwi a c'hell lemel diàr al livred e'it preniñ Bons Nationaux pe Emprunt. Goulennit get Mellac... Me a vok deoc'h ag ho treid betek ho plev get bokoù birvidant.
E'it an norioù, mall eo o cheñch... Flejeau pe ar C'hogig (marse gwell) a c'hellahe reiñ aviz deoc'h.///
Vaksinet e vez ar soudarded a-enep d'an tifoid : un dra ret, met un dra ha na blij ket d'an dud.