Trashed no waste
SIN-161125-TRASHED.docx
TRASHED - NO WASTE
N'eo ket an douar ur boubellenn
Un teulfilm sevenet gant : Candida Brady (2012).
Gant : Jeremy Irons (1e38).
Henn gouied a raomp sur a-walc'h, henn gweled a raomp bemdez, pa yaomp da vale war bord ar mor pe zokén war hentoù bihan ar vro : kousïet e vez an endro gant loustoni a beb sort. Degas a ra ar mor e lod a "beñse" bemdez. Un amzer zo bet e oa ar "peñse" traoù hag a yae Arvoriz da serriñ, traoù bet kollet gant ar bagoù pe daet goude ur soliñ bennag, mez dreist-oll traoù daet ag an natur, kefoù gwez, tammoù koad a veze serret evid ober tan en ti. Hiziw e weler traoù a liw, plastik dreist-oll, ha kàer ho po serriñ ha netaad, ataw e tay karradoù nevez a loustoni bemdez, kaset gant ar mor pe laosket gant baleerion ar ribloù.
War ar maezoù e vez ur sort. An dud, pa roulont, ne soursïont ket pa daolont ho boutailhoù bier goulle, o mouchedoù-paper louz, ha zokén o sac'hadoù loustoni, er fozelloù. N'eo ket soursi "mad an oll" a vag o speredoù. Me, me, me ! Me n'em eus ket c'hoant d'ober bil, ar frankiz ar c'hentañ mad, ha ma heni eo a vern !
Soñj 'm eus boud gwelet un abadenn-dele diwar-benn ur bobl ag ar Reter tost he doa fesonoù kuriuz da vevañ ; gwerso braz e oa. Pa save an dud tier e laoskent war ar leurdi rac'h o restachoù : dibluskoù legumaj ha frouezh, listri torret ha m'oar-me c'hoazh. Kerzhed a raent warne evel-rezon, tre evel ma kerzhe ar saout war ar plouz, ar raden pe an del sec'h a veze strewet bemdez er c'hraou dindane gant ma zud-kozh. Ur wezh beb ploaz d'an nebeutañ e veze red skarzhañ ar c'hraoù ha sevel ur yuc'h-teil hag a chome da boazhañ e-kreiz ar leur dirag an ti e-pad daou pe dri miz. Soñj 'm eus pegen izel e veze leurdi ar c'hraoù neuze, kalz izelloc'h goude ma oa bet tennet un c'hanter vetrad a deil anezhañ. Mez an dud-se a gomzan anezhe ne skarzhent ket o zier, tamm ebed : distrujañ a raent an toennoù evid sevel ar murioù ha lakaad toennoù uhelloc'h. Hag evel-se a dermen da dermen. Kredabl n'eo ket ar re-se o doa ijinet ar skubellennoù !
Souezhuz memestra ar feson-se d'ober, ne gavit ket deoc'h ?
Nawazh ni zo-ni éc'h ober evel-se bremañ gant an douar, pa broduomp traoù andistrujuz ha p'o strewomp-ni pe p'o berniomp-ni ne vern e-menn, heb en em c'houlenn petra a zay ar menezioù-lastez-se da voud a-benn deg, kant pe daou gant vloaz a-vamañ. Ne soñjomp ket en hon bugale, nag en hon bugale vihan, hopala, pas ! Pesort douar a vo laosket dezhe ? Bevañ a raomp euruz-maleuruz, ha perag ober bil ? Prenañ a raomp boued a bakadoù braw o liw hag o boutañ a raomp en hon kaddïoù braz beteg ma vint ouzhpenn leun-barr, traoù da grignad dirag an tele ha boued tretet ne ouiomp ket penaoz mez foutre-kàer, adal ma vo sukr enne pe ma vint sall a-walc'h evid roiñ sec'hed dimp : kalz ne vern peogwir eh eus koka ha bier ganimp : leun-chouk hon yeinerezoù hag hon skornerezoù.
Ya, mez "ur moull zo da beb tra", ha gweled a raomp pegen sod eo ar feson-se d'ober. Plastik er morioù, ken munud an tammoù ma vezont lonket gant ar pesked beteg moned en o gwad...hag arru war hon pladoù en-dro ! Penaoz ober ? Berniañ ? Loskiñ ? Ar gwellañ a vehe chom heb produañ traoù na c'hell ket an natur doned da benn anezhe. Ha diskloumoù zo. Ha tud a sav evid kemm an traoù. Er C'haliforni da skwer mez pas hebkén. Mall eo, mall braz eo diwall douzh hon jestoù-pemdez.
Jean-Claude Le Ruyet.20161125b.188E.