Grev 'zo 'ba tiez post 'zo 'ba Bro-Dreger
Ne dro ket deus an aesañ er servijoù publik, ha dreist-holl war ar maez. E bro Dreger, evel e lec'h all, zo muioc'h-mui kistion da serriñ tiez-post, ha da gomañs, da lemel postoù-labour. Ne vez ket erlec'hiet an dud pa'h eont en vakañsoù, pe pa vênt klañv, ha dre se 'vez serret tiez-post 'keit-se.
Gant ar c'homite rannvro yec'hed ha surentez 'oa bet lakaet sevel un aodit e 2012 war dachenn Plouared, ma oa bet lakaet ar biz war ar riskloù psikosokiologel, dre forzh 've nebeutoc'h nebeut a dud o labourat. E tachennoù Bear ha Plouared, eo krog an implijidi hag an dilennidi da'n em reiñ da glevet.Ar sizhun dremenet 'oa bet graet grev un devezh. Nicole Derrien zo o labourat en ti-post e Plouared, muioc'h a displegadennoù ganti. Ha Gérard Martin zo o chom er C'houerc'had ha pratik boas en ti-post, a roio deomp soñj ur ivez. Gant Tudual Karluer.