àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Penaos diwall douzh an AVC.

00:00 / 00:00

Penaos diwall douzh an AVC.

Digwener e oa dalc'het devezh bedel an AVC, ar gwallzarvoud gwazhienn en empenn. Un den a vez tapet dre ar bed bep 5 eilenn hag e Frans eo an AVC unan deus ar fedoù marvel brasan. Ne vez ket kelaouet kalz an dud war ar wallzarvoudoù-se, setu perak 'oa dalc'het standoù ha prezegennoù en ospitalioù digwener. Pa ouezer e vez dalc'het droukheuliadoù gant an tri c'hard deus an dud paket gant un AVC e ranket diwall... E Kemper e oa aozet abadennoù en ospital Laenneg digwener. Hiroc'h gant Anna Louarn, ur vaouez yaouank bet paket div wech gant gwallzarvoudoù gwazhienn en empenn. Respontet he deus da Gatell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio