Annezidi Tregon 'zo evit degemer ar repuidi
Tro 500 a dud a oa bodet e Tregon dec'h da noz dirak an ti ker evit embann o souten d'ar repuidi a vo degemeret er gumun dizale. Enep dezho e oa ur c'hant a stourmerien deus an FN. E-pad un eur hanter eo bet tenn an eskemmoØ ha diglevabl prezegenn Gilles Pennelle, ar c'huzulier rannvro Front National. Katell Uguen a oa eno. Selaouomp Tangi Louarn hag a oa deuet da vanifestin evit souten ar repuidi e anv Kevre Breizh, met da gentan Pierre ha Monique deus Tregon.