Keleier 5:30
@@@Jean-Luc Mélenchon evit un 6vet republik.@@@
En 3vet pe 4vet lec'h hrevez ar sondajoù emañ Jean-Luc Melenchon e anv ar Front de gauche. Etre trizek ha seitek dregant ag an elektourion 'zo prest da votiñ evitoñ. Diwhenn a ra un c'hwec'hvet republik. Hag-eñ e tigaso ar framm nevez-se galloudoù d'ar rannvroioù? Selaouamp doh André Gac a souten programm ar Front de Gauche ha Jean-Luc Mélenchon.
Amañ
@@@Eva Joly, kabalerez e anv Europa Ekologiezh.@@@
àr ar renk evit dilennadegoù prezidant ar Frañs emañ Eva Joly, en anv Europa Ekologiezh/ Ar re C'hlas. Un tamm sell 'keunnigan deoc'h ober àr he frogram get Patrig Ar Goarnig, ezel ag Europa Ekologiezh. Doh mikro Tudual Karluer.
Selaouit
@@@Ur PCET e bro Gerne.@@@
Re a CO2 'vez kaset ganeomp en atmosfer hag an dra-se a lak an temperadurioù àr an douar da greskiñ. Betag bremañ, memes ma ya àr gresk prizioù an energiezh e kendalc'h ar lonkerezh da greskiñ er bed. Mil mizer o deus ar broioù da lakaat e plas politikerezioù evit gwarantiñ dazont ar vuhez àr an douar. Mont a ra an traoù muioc'h àr raok er rannvroioù. Un tammig pep lec'h en Europa vez savet steuñvioù pe plañioù e pep korn bro evit amerzhiñ an energiezh. PCET 'vez graet anezhe : « plan climat énergie territorial ». E Bro Gerne o deus lañset an dilennidi ur plañ a seurt-se. Pêr ar Berre, maer Ploneiz hag e karg a politikerezh ar lojeriz e Kemper Kumuniezh, a geunnig deomp ar palioù evit Bro Gerne.
Doh mikro Melaine Looten