4vet blez e lig 1 evit War-raok Gwengamp
'Benn digwener 'vo roet lañs d'ur bloavezh melldroad nevez evit ar c'hluboù a gemero perzh 'ba kampionad Lig 1. Ar pevare bloavezh eus renk eo e vo skipailh War Raok Gwengamp 'ba kenstrivadeg uhelañ 'zo 'ba Bro-C'hall. Pal ar jeu 'vit ar wengampiz 'vo gounit o flas 'ba Lig 1 en-dro 'vit ar bloavezh kentañ 'pezh n'int ket deuet a-benn d'ober gwech ebet betegen. Ur bloavezh nevez gant ur bern cheñchamantoù: aet eo Lionel Mathis, kabiten War raok, da c'hoari gant an AJ Auxerre; Jocelyn Gourvenneg, ar gourdoner 'pad ar 6 bloavezh tremenet, 'zo aet kuit d'ober war dro Jirondined Bourdel. Petra eo soñj ur supporter War Raok Gwengamp, Helori ar Gall-Carre, diwar-benn an nevezentioù 'zo gant klub Bro-Dreger. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.