àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

BRETON "Other people's problems" (2012) 1/4

BRETON "Other people's problems" (2012) 1/4

Goude boud embannet un nebeud diskow berr, setu gwir albom kentañ ar strollad saos Breton : Other people's problems. Ur bladenn rock ew, a-dra-sur, mes kejet ged elektro, ha diaes da glassiñ, kement m'ema liesliw o son, ha liessort o referañsow sur'walh. Faotiñ a ra dehe moned ged o hent-hè, heb boud levesonet re, ur spered hag a adkavamp ba toud o euvrow. Kar arzourion a-bezh int, é toned razh a skoliow-arz, èl o fenn-soner, Roman Rappak (hennezh , da skwer, neus kasset da-benn klip diwezañ Sinéad O'Connor). En em staliet o deus barzh un ti-bank kozh ba Londres, dàet da voud ar BretonLABS. Debriñ, kousked, bewiñ ; filmiñ, krouiñ, enrolliñ a rant eno, pell a-zoh trous ar bed, mes soubet don barzh o ollved. Hag ar pemp musissian deus choaset anw ar skrivaniour surrealist ewid o strollad, èl reson. Barzh o albom e ploñjamp ba musik ar hêriow, ged ur bochad nerzh, hag un dapenn a follentez. N'ew ket ken simpl stumm o soniow, memes ba'r single "Edward the confessor", unan ag o gwellañ kanennow amañ. Keuriow-maouesed, kerden, mouezh-spurmant ar haner, souezhet omp hed-a-hed, ha beb gwezh ma selowamp en-dro. Ba'n Oriant, an Naoned ha Sant-Brieg e sonint e mis Mae, ha doh ar seblant e talv ar boan mont d'o gweled àr ar leurennow iwe. Da voud heuliet... CRYSTAL CASTLES feat. ROBERT SMITH "Not in love" in Crystal Castles II (2010 . Fiction) > Lehienn ofissiel YOUSSOUPHA "L'amour" in Noir d * * * (2012 . Bomaye Musik) > Lehienn ofissiel DOMINIQUE A "Contre un arbre" in Vers les lueurs (2012 . Cinq 7) > Lehienn ofissiel TENNIS "South Carolina" in SP (2010 . Fire Talk) TENNIS "It all feels the same" in Young and old (2012 . Fat Possum) BRETON "Edward the confessor" in Other people's problems (2012 . FatCat) > Lehienn ofissiel > Pajenn MySpace
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio