70 vlez eo ar sikour katolik.
Lidet eo bet an darvoud àr an ton braz disul e Pondi. 3000 a dud a oa daet a Vreizh a-bezh. Ur gerzhadenn a oa savet da vitin, un abadenn eskemm etre an dud, hag un overenn kaset get ar pevar eskob ag ar vro. A-hed an devezh eo bet lakaet ar gaoz àr ar garitez hag ar vreudeuriezh àr ar pemdez. Selaouamp doc'h Peter Breton, person e Karaez hag a zo bet iwez alezoner ar sekour katholik e Penn ar Bed. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.