Gwengamp a werzh plakennoù ar straedoù
Gwerzhañ plakennoù ar straedoù. Sed aze ar soñj zo bet e Gwengamp, 'lec'h ober distrujiñ anê. Ha deut kaer an taol, peneogwir eo bet gwerzhet an darn vrasañ deus ar re gentañ lakaet er sav-taol. Kêr Wengamp eo an hini gentañ oc'h ober kement-mañ, ne glefe ket bezañ an hini diwezhañ 'vat. Selaouomp pelloc'h gant Mona Bras, eil-maerez e karg deus ar glad e Gwengamp. Gant TK