àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Devezh bedel ar c'henwerzh reizh a vo a-benn disadorn

Devezh bedel ar c'henwerzh reizh a vo a-benn disadorn

'benn disadorn e vo devezh bedel ar c'henwerzh reizh. Daoust m'eo bet ar c'henwerzh-reizh un afer tud arbennig 'pad pell eo deuet buan an dud da werzhout nag a ziforc'hioù a oa etre an norzh hag ar su a-fed kenwerzh. Goprañ ar broduerien vihan en un doare reizh er brodioù o tiorren, setu pal ar c'henwerzh reizh. Kristel Panel hag he gwaz o doa savet ur gevredigezh hag ur stal kenwerzh reizh e Bro Kemperle, Pachamama he anv. Dibabet n'oa ar c'houblad gwerzhañ boued bio, dilhad hag artizanelezh deus Afrika hag Inda, kement produ o tont deus ar c'henwerzh-reizh. Deomp da c'houzout hiroc'h ganti.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio