Keleier 5:30 noz
@@@Surfrider: naetaat an aodoù@@@
Muioc'h 'vit 1200 abadenn gempenn an aodoù 'oa aozet warlene gant ar gevredigezh Surfrider 'bar bed a-bezh. Muioc'h 'vit daou ugent mil den 'noant kemeret perzh 'ban afer en o zouez bretoned 'vel just. Ar bloaz mañ 'vint war ar stern en-dro, 'ba Gwiseni da skouer lec'h ma 'vo kaset an traoù da benn gant paotred ha merc'hed GPA, Glisse Pagan Association, paotred blij ar surf, plankenn dre lien pe mont gant ar c'hayak war vor. Deomp da selaou Nicolas Loncle, ezel eus ar GPA ha kargad en ti-kêr d'ober war dro an dachenn Natura 2000. Gant ///Erwan Blanchard///.
Selaouit ar pennad-kaoz
@@@Sonerezh: 6vet Taol-lañs 'ba Speied@@@
'Benn an daou a viz Even 'vo dalc'het an taol-lañs e Speied. Ar c'hwec'hvet gwezh eo bezañ deus ar c'honkour muzik-mañ, an eil bloavezh e Speied, dalc'het gant bagad Karaez, ar strollad gouren, hag ar c'helc'h keltiek. Digarez eo d'ar strolladoù yaouank a ra gant ar brezhoneg d'en em reiñ da anavezout. Un eizh strollad bennaket 'vez bep bloaz, an hini ac'h ay ar maout gantañ 'no tro da soniñ war leurenn ar waremm en erer kozh, er rouedoù glas e Konk Kerne hag e taol-kurun e Kemperle. Ouzhpenn se 'vo sikouret da enrollañ ur bladennig. Maodez Huon eo prezidant an taol-lañs, muioc'h a displegadennoù gantañ deus mikro ///Tudual Karluer///.
@@@Challenge gouren 'ba Brest: skipailhoù Breizh war ar pallen@@@
'Benn arc'hoazh noz adalek Pemp eur noz en em gavo skolioù gouren Breizh 'ba Brest da gemer perzh 'ba Challenge dre skipailhoù. Un nebeut displegadennoù gant Briag Henry eus Skol Gouren Landerne.
'Ba sal ar Gazeg Wenn 'klasko Skol Gouren Brets da derc'hel un titl 'neus gounezet ar c'hwec'h bloaz paseet: Leo Durand-Millour.
Selaouit ar pennad-kaoz