àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Re izel live an dour 'bar sterioù@@@ Abaoe dek devezh eo digor ar pesketa en-dro, ar pesketa war ar sterioù. Hag ankeniet eo ar besketourien gant al live izel a dour 'zo d'ar mare mañ. Tud AAPPMA an Elorn 'neunt aon 'nije poan an eoged da bignat gant at sterioù 'blam da se ha giz-se treut ar pesketa ar bloaz mañ. Memes mod kostez Bro an Aberioù lec'h m'emañ izel live an dour 'bar sterioù. Muioc'h a displegadennoù gant ///Gilbert Kongar/// 'zo gward pesketa eno. Gant ///Erwan Blanchard./// Selaouit ar pennad-kaoz @@@Ur vodadeg nevez evit ar sport 'ba Breizh@@@ Pemzekteiz 'zo eo bet lakaet e plas Kuzul ar Sport. Savet eo gant ar rannvro diwar skouer ar CESER, ar c'huzul ekonomikel ha sokial pe ar c'huzul sevenadurel. 58 a dud a gemer perzh e-barzh. Ul lec'h eskemm eo evit kas da benn politikerezh ar rannvro 'vit ar savadurioù pe ar stummadur. ///Daniel Gilles/// a zo isprezidant ar rannvro é karg ag ar sportoù. Lâret a ra deomp hiroc'h doh mikro ///Yaëlle ar Mouel./// Sealouit ar pennad-kaoz

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio