"Suite Armoricaine", ar film 'zo sevenet gant Pascale Breton
"Suite armoricaine" 'zo ur film sevenet gant Pascale Breton, amañ 'ba Breizh etre 2013 ha 2014. Skignet 'ba salioù sinema nevez 'zo. Ar sizhun dremenet 'oa ar sevenourez gantun nbeut aktourien o kinnig ar film un tamm 'ba pep lec'h 'ba Breizh: Karaez, Kemper pe c'hoazh Brest. 'Ba meur a sal 'eo skignet bemedez. Disul noz 'oa ul loden eus ar skipailh 'bar sinema Studio 'ba Brest. Leun ar sal 'vit gwelout aktourien 'giz Valerie Dreville ha Kaou Langoët o c'hoari an istor 'zo skrivet gant ar sevenourez eus Breizh, Pascale Breton. Selaouomp Kaou Langoët 'neus unan ar perzhioù kentañ 'bar film ha war lerc'h 'vo klevet Soizig Danielou, he hec'h-unan sevenourez filmoù ivez, 'oa 'ba Brest disul noz.