Digablus eo stourmer Ai'ta.
Dec'h e Gwened e oa barnet ur stourmer ag ar c'holektif Ai'ta.
Tamallet e oa bet dezhoñ bout bet laeret pannelloù kehentiñ e skol-veur kreisteiz Breizh e miz eost paset. Douget oa bet klemm get tud ar skol-veur e-raok er lemel goude. Chwajet oa bet get prokulor ar republik monet betek penn ha gervel ar stourmer dirak ar lez-varn. Goude un hanter euriad a eskemmoù eo bet graet he soñj get prezidantez an tribunal dizalc'hiñ ar stourmer ha goulenn ar "relaxe", ha p'he doa ar brokulorez goulennet 500 euro a amant. Un hanterkant bennak a dud oa daet dec'h da souten ar stourmer. En o mesk, Per-Vari Kerloc'h, Lena Louarn ha Tristan, ezel Ai'ta. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.