Merc'hed Roazhon : Kampionadezed Breizh mell-droad gouezeleg
Gourfenn kampionad Breizh melldroad gouezeleg evit ar merc'hed oa dec'h en Oriant. àr un dachenn e-tal stad ar Voustoer e oa bet degemeret skipailhad Roazhon get kani an Oriant. Doc'htu o doa merc'hed Roazhon lakaet gwask àr re an Oriant ker e oa dija 7-14 da vare an ehan c'hoari. Daoust da skipailhad an Oriant bout plaset mat er c'hampionad, ar re getañ, n'eo ket daet an c'hoarierezed a skipailhad an Oriant da benn a c'hounit. 11-20 e oa disoc'h ar match ha merc'hed Roazhon, kampionezed Breizh neuze. An digarez oa ar match-mañ da lakaat brud iwez àr ar melldroad gouezeleg ha n'eo ket ken anavezet er vro c'hoazh. Selaouamp doc'h Marie Kamm ha Lena an Touze, c'hoarierezed ba skipailhad an Oriant.