àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Peseurt dazont evit an digreizennañ ?" a c'houlenn departamant Penn ar Bed e Brest hiziv

"Peseurt dazont evit an digreizennañ ?" a c'houlenn departamant Penn ar Bed e Brest hiziv

Tregont vloaz goude lezennoù kentañ an digreizennañ e Bro Frañs, douget gant Gaston Deferre, e soñj muioc'h mui a dilennidi e 'vefe poent reiñ ul lañs nevez d'ar galloudoù lec'hel. Ar c'huzul departamant Penn ar Bed 'n eus embannet ar sizhun tremenet ur studiadenn war "an darempredoù a viije ezhomm da gaout gant ar strollegezhioù lec'hel all ma 'vefe graet un adkempenn". Hag hiziv e aoze e Brest ur c'hollok war "dazont an digreizennañ". Ar mintinvezh oa troet war zu an diorren lec'hel hag ar gaoz oa roet da Jean-Yves an Drian, prezidant ar rannvro, Jean Pierre Denis, PDG ar CMB-Arkea, Bernard Poignant, maer Kemper ha Mickaël Quernez, eil-prezidant an departamant. Met daoust hag eñ n'eo ket souezhus 'vije aozet un diviz war an tem-se gant un departamant a c'hellfe bezañ un oazadur distrujet gant ur reform ? Ar respont gant Claude Guiavarc'h, kuzulier-meur Lannilis

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio