Ur studiadenn diàr-benn an emglevioù-bro.
setu ar labour a zo bet kaset da benn get ur strollad studierezed a skol-veur ar c'hreisteiz en Oriant. E-pad pevar miziad o deus rastellet titouroù ha klasket reskont d'ar goulenn "petra eo un emglev bro". Ar studiadenn-mañ oa bet koumanantaet get ar gevredigezh Bod Kelenn a laboura e bro ar Roue Morvan da gas ar brezhoneg àr-raok er vuhez foran. An eil goulenn evite oa gouiet penaos e c'hellehe bout talvoudus evite donet da vout un emglev-bro. Hiroc'h get Tifenn Siret, kernurzhierez e Bod Kelenn douzh mikro Yaelle ar Mouel.