Ur staj turgnañ koad 'benn disadorn e Bro Dreger
Staliet eo ar gevredigezh « War-dro d'an Natur » e miliin ar Palakred, e Sant Laorañs, 'kichen Bear, e kreiz Bro-Dreger. Ur gevredigezh, he fal degas gouiziegezh diwar-benn an natur, met pelloc'h evit se, deskiñ deus doareoù da dennañ e vad eus an natur. A bep sort stajoù 'vez aozet, kement ha deskiñ dre ober. 'Benn disadorn 'vo kinniget ur staj turgnañ koad. Ur vicher gozh, labourat koad gant ur benveg anvet turgn end-eeun, a ra d'ar pezhioù koad treiñ, e-ser kizellañ anezhe. Jakez An Intañv 'ni zo oc'h aozañ ar staj gant « war-dro d'an Natur », un toullad displegadennoù gantañ. Deus mikro TK.