àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

BRIGITTE "Et vous, tu m'aimes ?" (2011) 1/5

BRIGITTE "Et vous, tu m'aimes ?" (2011) 1/5

Ewid gober un taol-lagad da Vrigitte Bardot, Brigitte Fontaine ha Brigitte Lahaye àr-un-dro o deus choaset Sylvie Hoarau hag Aurélie Saada an anw Brigitte ewid o duo. Ur vaoues savet a ziw re, setu perag ema heb-he-far : un dapenn a hip-hop, un tammig hippie, un tu hindou, ur spered kreñv ha trist, friant ha jalous, romantel ha tiomm, lan a valiss, mod-kozh ha modern, a-gostez... Àr ar leurennow emaint bet anavet ged ar publik, grass da gement-se o deus bet Viktoar ar Musik, dàet int da-benn a lakaad o albom kentañ-toud d'ober berzh iwe. Et vous, tu m'aimes ? : ur goulenn drol a stumm, tost doh o spered pennfollet, d'o hrouidigezhiow souezhus, d'o fosiow iskis ha d'o soniow lan a jourdoul. Ni adkava "Ma Benz", a-ziàr NTM, un taol-lagad arall ba "Et Claude François", kanennow a-zivoud an emlazerezh ("Quel beau dimanche") pe an hoant da voud mamm ("J'veux un enfant"), ur son gospel ba "Jesus sex symbol, disco ba Oh la la, western ba Big band. N'eus ket tu da gavoud hir an amser ged Brigitte, anad ew ! NIAGARA "Soleil d'hiver" in Quel enfer ! (1988 . Polydor) AMANDINE BOURGEOIS "Sans amour" in CDsingle (2011 ; Columbia) > Lehienn ofissiel LE PEUPLE DE L'HERBE "Mars" in A matter of time (2012 . Discograph) > Lehienn ofissiel L "Mes lèvres" in Initiale (2011 . TôtOuTard) > Lehienn ofissiel BRIGITTE "Battez-vous" in Et vous, tu m'aimes ? (2011 . 3ème Bureau) > Pajenn MySpace ASWEFALL feat. DANIELLA D'AMBROSIO "Betwenn the miles" in In the air (2008 . Le Village Vert)
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio