àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Hiviz e ta film nevez Star Wars er maez

Hiviz e ta film nevez Star Wars er maez

Ur film anvet "Le retour de la force" savet goude ar saga brudet ijinet get Georges Lukas a dolpe 6 film daet er-maez etre 1977 ha 2005. Setu un deirvet teir-oberenn neuze sevenet get JJ Abrahams. Un darvoud gortaet bras get ar faned dre ar bed a-bezh. E Breizh iwez eo bet rakprenet tikedoù un tamm e pep lec'h. Selaouamp doc'h soñj Mael Granig, 21 blez ha skrivagner skiant-faltazi anezhoñ. Sot eo get hollved Star Wars a-c'houde e vugaleaj ha gortoz a ray disul evit sellet doc'h ar film-mañ. Emañ douzh mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio