Rannvro 2015 : "Un hent arall evit Breizh" get EELV.
Setu anv ar listennad douget get ar strollad Europa Ekologiezh : Ar re C'hlaz ha kaset da benn get Réne Louail. Àr un dro getoñ emañ Christophe Winckler e kas listennad Penn ar Bed , Marie-Pascale Deleume e Ill ha Gwilun ha Cecile Franchet a zo e penn listennad ar Morbihan. En o frogramm o deus izili ar listennad embannet 21 kinnig evit kas ar vro àr un hent arall doujusoc'h doc'h an en-dro. E 2010 o doa kaset ur listennad da benn a-gevred get an UDB. 11 lec'h o doa tapet er rannvro lec'h m'o deus gellet reiñ o mouezh da vout klevet. Yann-Fanch Kerneis a zo dilennad e Plouzane hag e tolpad kerioù Brest Meurgêr, ha perzh àr listennad Europa Ekologiezh : Ar re C'hlaz e Penn ar Bed. Hiroc'h getoñ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.