àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Aide à Domicile 29 evit adkemer an ADMR 29.@@@ Betag hiziv o doa an embregezhioù intereset get adkemer an ADMR 29 evit kas o c'heunnig d'ar lez-varn ensav meur (grande instance). Renerion ar gevredigezh Aide à domicile 29 deus chwajet monet àr ar renk. Aide a domicile 29 'zo ur lodenn ag ar gengevrad Archipel lec'h ma 'zo bodet kevredigezhioù a labour àr dachenn skoazelliñ an dud. Selaouomp doh Michel Bourdonneg, prezidant Archipel, é tisplegañ 'pezh lak AD 29 da glask kavout an ADMR 29. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard @@@Preniñ boued mad ha graet er vro.@@@ Setu unan a balioù an Amapoù, ar c'hrevredigezhoù a glask derc'hel ur vuhez peizant er vro. Muioc'h-mui anezhe 'zo hiziv an deiz, ar re getañ oa bet savet er bleadoù 2000 e Frañs. Kani Pondi zo bet krouet e 2005, an eil ba Breizh àr-lec'h kani Naned. Get an amap e vez graet kontradoù-eeun etre ar broduerion hag ar pratikoù. Setu ma n'um gaveont bep sihun evit kemer paneroù get produioù bio a-bep seurt. Legumaj sur-walc'h mes iwez uioù, fourmaj-gavr, mel ha chouchen, bara, traoù graet get laezh, pe kig. Marilyne Pollet a oa e-mesk ar re deus savet amap Pondi, lâret a ra deomp hiroc'h. An atersenn @@@C'hoariva ha brezhoneg e-pad ar vakañsoù.@@@ 16 bugel etre 6 ha 12 vlez deus kemeret perzh 'ba ur staj c'hoariva ar sizhun mañ, e-korv o vakañsoù. Keunniget eo ar staj bep mintin get strollad Ar Vro Bagan 'ba Plougerne. Ur staj e brezhoneg kaset da benn get Goulc'han Kervella, rener ar stal ha komedian a-vecher. Displeget 'neus da Erwan Blanchard peseurt palioù 'zo 'klasket tizhout 'kerzh ur sizhuniad mod-se. Amañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio