àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Handball : Stert ar jeu get merc'hed Landi-Lambaol.

Handball : Stert ar jeu get merc'hed Landi-Lambaol.

E National 1 (3de rummad) emañ skipailh handball Landi-Lambaol abaoe warlene. Ul live uhel ha start evit merc'hed Bro-Leon 'zo e plas diwezhañ evit poent. Ur c'hrogad hepken 'neunt gounezet abaoe penn kentañ ar c'hampionad. War un dro eo un taol-kaer bout 'ban trede rummad 'pa 'oarer 'zo ur c'hlub ramzel just e-kichen, 'ba Brest, Brest Breizh Hand. Start ar jeu gant c'hoarierezed Landi 'vel just hag e fin ar sizhun dremenet 'neunt kollet adarre. Ar wech 'mañ 'oa ouzh Octeville gant un disoc'h a 32-27. Bulle Le Gratiet 'c'hoari gant Landi-Lambaol. Muioc'h a displegadennoù ganti ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio