Gwalldaolioù e Pariz: lidoù e koun an dud 'zo bet lazhet un tamm pep lec'h e Breizh
Dec'h 'oa lidoù a-bep tu e koun an dud bet lazhet e gwalldaolioù e Pariz digwener. E lannuon 'oa 700 a dud, e Gwengamp 'oa bet bodet un 350 a dud. Yannig Kerlogod, kuzulier departamant Aodoù An Arvor, ha kuzulier-kêr Gwengamp, 'oa o kemer perzh, reiñ 'ra e santimant deomp, gant Tudual Karluer.