Ne vo ket sinet Karta Europat ar yezhoù gant Republik Bro-C'hall!
Ne 'vo ket gwiriekaet Karta europat ar yezhoù bro gant Bro-C'hall& 'vit poent da nebeutañ! Dimeurzh 'oa votet a-enep d'ar raklezenn sinañ ar C'harta gant senatourien an tu-dehou. Lakaet 'oa en araok 'yafe ar C'harta a-enep da vonnreizh Bro-C'hall. Hervez ar senatourien 'zo en tu dehou 'rofe gwirioù ispisial da lodennoù eus ar C'hallaoued 'pezh 'ya kontrol an ingalded etre ar sitoianed 'ba Frañs. Ur wech ouzhpenn eo c'hwitet an taol 'vit ma 'vije anavezet ez-ofisiel ar brezhoneg... Araok klevout François Marc, depute PS, selaouomp soñj Herve Lautrou, 'zo ezel eus ar gengevredigezh KLT 'ba Montroulez. Gant Erwan Blanchard.