àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Onion Jack Tour 'ba UK!

Onion Jack Tour 'ba UK!

Loc'het an "Onion Jack Tour" eus Rosko! Hudu 'zo aet kuit eus ar porzh 'zo 'ba Bro-Leon ur skipailhad Johniged 'vit mont da werzhañ onion en tu all eus mor Breizh. Ul lodenn anezho 'zo aet gant ar ferry, ul lodenn all e-bourzh bagoù dre lien 'vel gwechall! Ar wech mañ 'zo ouzhpenn Johniged a gemer perzh 'bar veaj. Ganto 'zo aet arzourien, sonerien, koñversanted ha peizanted 'vit kinnig pinvidigezhioù hor Bro 'ba Bridport. War an ton bras 'oa aozet penn kentañ an "Onion Jack Tour". Ur gouel 'vit reiñ lañs d'an "Onion Jack Tour" 'oa aozet dec'h. Un dibunadeg 'oa loc'het eus ar stal Wine and beer 'ba Rosko gant kezeg-houarn karget a onion ha kirri-samm kozh 'vit mont betek ti feurm Marcel Kemeneur, chapel Santez Barba, an ti-gar hag ar porzh kozh. Just araok a e loc'hfe an dibunadeg 'neus Erwan Blanchard gwelet François Seite, 'zo bet johnny e vuhez labour 'pad.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio