àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Marguerite

Marguerite

SIN-151023-MARGUERITE.docx MARGUERITE Ur film sevenet gant : Xavier Giannoli (2015). Gant : Catherine Frot, André Marcon, Michel Fau (2e7mn). Kredabl e chomo e buhez Catherine Frot ar film Marguerite evel ur bonn diaez da ankouaad. C'hoari a ra ag an dibab rol ur gontez, Marguerite Dumont, pitaod braz, ha sod gant an opera, c'hoant dezhi ouzhpenn da lakaad he gwaz fier anezhi. Savet eo bet ar film diwar un istoer gwirion : heni Florence Forster Jenkins, un Amerikanez pinvidig braz a Filadelfi, e penn kentañ an XXved kantved. Hervez Wikipedia, pa vez chelaouet douzh enrolladennoù an Intron Jenkins, e vez anad n'he doa ket naoutur ebed ag ar skeulgan, ag ar lusk, ha ne veze ket gouest zokén da zerc'hel un notenn bennag. Ha klevet e vez he hambrouger é klask kempoueziñ he farïoù. Koulskoude e oa daet da voud brudet ha karet zokén gant an dud : priziañ a raent he mod ispisial da ganañ, ur mod na oa ket akademik tamm ebed. Diduet e vezent gant he farïoù kentoc'h eged gant he donezonoù muzik. Mez n'he dehe ket bet kement a c'hlod heb ar gazetennerion na oant ket sklaer en o barnadennoù. Komprenabl eo diouzh un tu : ur menier sirk e oa evid lod, un enebskwer ag ar pezh a oa an arz neuze, mez ken inosant, kaset ken pell gant ar vaouez-se ma tae da voud ur menier totem, totemoù a-sort gant ar re a vez savet bremañ da draoù a bign evel ur flammenn, mez na badont ket pell. Ur gontez eo Marguerite enta, argant ganti evel ma kar, mez debret he c'halon hag he spered gant an c'hoant da grapiñ war ar leurennoù evid roiñ da anavoud hec'h arz. Goude ar brezel pewarzeg omp, ha gellet he doa krogiñ da voned war an hent-se dre gemer perzh en emgavioù savet gant ar c'heveladurioù a rae war-dro emzivaded ar brezel, stank d'an amzer-se. Evid kas an traoù war-raog en emgavioù-se e veze kouvïet liez kanerion ha kanourion, lazoù-kanañ ha lazoù-soniñ. Anavet mat e oa ar gontez, abalamour d'he largantez, ha den ne grede he dizlâred pa faote dezhi en em lakaad da ganañ ive. Rag ar paour-kaezh a gane faos, faos abominabl zokén. Gant ar jentil, gant an hegarad e oa gant an dud ma selle ar re-mañ douti gant un tammig truez, heb lâred splann ha didro dezhi ne oa ket arzel tamm ebed ar pezh a roe da gleved. He gwaz a gave gwell lâred e oa chomet bourdet gant e oto, kentoc'h eged doned da chelaou hollaikaioù kàer he wreg. Hag he leuskel a rae gant hec'h albac'henn. Mez n'arreste ket ar gontez a lâred d'he gwaz e rae ar strivoù-se evid ma tahe lorc'h ennañ ganti. Hennezh, hag en doa ur vestrez er-maez, ne oa ket gwall chalet gant tralalalenoù e Varc'harid, adal ma ne wele ket honnezh e jeu forc'helleg. Pa vehe chomet ar gontez d'ober he c'hanourez farsuz ha truezuz war leurennoù bihan ar c'heveladurioù emzivaded, ne vehe ket bet komzet anezhi kredabl. Mez setu-hi tapet gant an hardizhted da voned d'an opera. Tud a oa, tro-dro dezhi, a rae goap anezhi a-dreñv he c'hein, evel-just. Kenniget e oa bet dezhi kemer kentelioù kanañ gant ur mestr ha, daoust pegen diaez e veze dezhi tennañ ar gwellañ ag he mouezh, e talc'he da strivañ ha da boaniañ, dre garantez evid he gwaz d'an nebeutañ, mez ive a-gaoz ma krede enni, en hec'h ampartiz, en he donezon marse evid kanal an tonioù brudetan, heni Rouanez an Noz, da skwer. Paourkaezh Mozart ! Ur film a-zivoud galloud an argant eo, a-zivoud ar garantez (dall amañ, sur a-walc'h), a-zivoud laoskentez ha kouardiz an dud ive. Mez sevel a ra ive problem an arz. Rag a-dra-sur e veze diheson notennoù Marc'harid. Mez meur a wezh e c'hoari an arzourion gant an disoniezh ive, a-fed muzik, mez a-fed livadur pe skultur ive. Hiziw-an-deiz d'an nebeutañ e ouiomp e c'hell an arz boud traoù arall eged harmoni, douster, kempouellded, urzh. Daoust hag e chom arz c'hoazh ? Moian 'vehe debatal pell amzer war an danvez... Jean-Claude Le Ruyet.20151023b.141D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio