àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur mirdi mod nevez diàr-benn Breizh.

Ur mirdi mod nevez diàr-benn Breizh.

Douget ar raktres anvet "Diorren" get Hervé Paquet. Lañset mat eo an traoù dre sekour meur a embregerezh hag aozadurioù èl ar Breizh Busines Angels. 2,4 milion a euroioù zo bet postet en oll. 'benn miz Mezhewen e vo digoret dorioù ar mirdi-mañ ba Gwened. E fin ar vizitadenn e vo bannet ur film 4D en ur sal ispisial. Ur film diàr-benn emgann ar Veneti (Wenediz) enep Jules César e 56 a-raok Jezus-Krist. Ar film-mañ a oa troet disadorn àr draezhenn gKerhilio en Ardewen. Gouiamp pelloc'h get Lionel Buannic, perzh èl produkour er mirdi, doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio