àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Staps : 200 studier e straedoù Brest.

Staps : 200 studier e straedoù Brest.

àr-dro daou gant studier àr ar sportoù (STAPS) 'doa manifestet ar mitin-mañ ba straedoù Brest. Galvet 'oa ar studierien da vanifestiñ 'ba Frañs a-bezh get ar sindikad "Anestaps". Loc'het 'o doa a sez prezidantelezh an UBO evit monet betek an is-prefeti ha plasenn ar Frankiz diwezhatoc'h. Faotiñ 'ra dezhe lakaat àr-wel penaos eo lakaet diaes o danvez er skol-veur: re nebeut a blasoù evit ar studierien dre skwer pe c'hoazh n'eo ket priziet mat a-walc'h talvoudegezh an diplomoù tapet gete. Selaouomp Loeiz Corre 'zo e trede blead aotregezh, 'oa é ober trouz get kamaraded all, ar mitin mañ 'ba Brest. Ur reportaj get Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio