àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Daoulaz, Logonna hag an Ospital-Kamfroud a zaio d'ober ur gumunn?

Daoulaz, Logonna hag an Ospital-Kamfroud a zaio d'ober ur gumunn?

Adneveziñ ar sistem melestradurel 'ba Republic Bro-C'hall en ur zigreskiñ an niver a ensavadurioù lec'hel 'zo unan a balioù ar gouarnamant. Kroget eo get adkempenn ar rannvroioù. Re a gumunioù 'zo 'ba Frañs ivez: 36 000. Afer 'zo digreskiñ o niver. Deskaoz 'oa divizet, e-korv an nevez-hanv, get ar gouarnamant sikour get ar c'humunioù faot dezhe en em vodiñ. da laret eo reiñ un tamm yalc'had ouzhpenn dezhe& Digresket 'vo ar yac'hadoù roet d'an ensavadurioù lec'hel c'hoazh. 'Ba lod kumunioù eo en em lakaet an dilennidi d'en em soñjal àr ar raktres-mañ: e kreisteiz Brest dre skwer 'ba Bro Daoulaz get dilennidi Daoulaz, Logonna hag an Ospital-Kamfroud. Un hent anat a-walc'h evit Goulven Kadored 'zo eil-maer 'ba Logonna.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio