àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Redadegoù velo Ploue a vo a-hed an dibenn-sihun.

Redadegoù velo Ploue a vo a-hed an dibenn-sihun.

Gortaet braz eo redadeg ar priz braz hag a vo 'benn disul. Rederion a live etrevroadel a vo gwelet àr hentoù Ploue ha Berne. Gozik seizh kilometrad àrn-ugent eo an dro vras. hag e vo ret d'ar rederion en ober 8 gwezh evit achuin goude get un droiad bihanoc'h a bevarzek kilometr. da lâret eo tost daou gant tregont kilometr en oll. Àrlane oa waet ar maout get Sylvain Chavanel. Evit degemer ar 80 000 a arvesterion o deus an dud a youl-vat kroget get o labour dimeurzh. Bet eo Yaelle ar Mouel é c'houlenn hiroc'h get daou anezhe : Jean-Yves Le Houé ha Jean-Yves Fléjo.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio