àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Breizh Storming ha Breizh Kafe e Gouelioù Meur Kerne e Kemper

Breizh Storming ha Breizh Kafe e Gouelioù Meur Kerne e Kemper

Dec'h 'zo bet roet lañs gant Gouelioù Meur Kerne e Kemper. Ur wech c'hoazh 'zo birvilh e kreiz ar gêr 'benn lakaat war-wel sevenadur ar vro ha pelloc'h. Meur a leurenn vras a zo bet staliet, warno sonadegoù digoust ha lod ma ranker paeañ, met ivez atalieroù ha me 'oar. Emberr e vo La Grande Tribu e liorzh an eskobti, a vez graet leurenn Per Jakez Heliaz anezhi bremañ, ha Nolwenn Korbell e c'hoariva Max Jacob. Nolwenn Korbell hag a ginnig he fladenn nevez embannet « skeud ho roudoù » en ur sal ma n'eus tiked ebet e gwerzh ken. Breizh Storming ha Breizh Kafe a vez kinniget gant Ti ar Vro Kemper 'benn kizidikaat an dud d'ar yezh met ivez d'an endro ha pelloc'h. Deomp da c'houzout hiroc'h gant David Ansquer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio