àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

'Benn disadorn 'vo ur vanifestadeg e bro Dreger da sevel 'enep d'ar raktresoù mengleuzioù.

'Benn disadorn 'vo ur vanifestadeg e bro Dreger da sevel 'enep d'ar raktresoù mengleuzioù.

Gant ar stal variscan mines zo goûlet aotre d'ober enklaskoù da c'hoût petore metaloù 've en douar, pegement anezhe, pelec'h resis. War dungstene, kouevr, aour, ha danvez war-dro zo klask. E 7 lec'h e Breizh zo soñjet furchal, evit ar sizhun zo krog e tachenn Merleac, 'kostez Monkontour en kreisteiz Aodoù An Arvor. War-dro da Lokenvel zo savet ur stroll, « Douar didoull » e anv, da gelaouiñ an dud da gentañ, dre ma eo bihan ken ha ken ar c'heloioù digant servijoù ar stad pe an embregerezh. 'Benn disadorn 'vo manifestet 'ta, diwar galv « Douar didoull », ur vanifestadeg ispisial un tamm anezhi, dre ma vo ur valeadenn da gentañ, dre ar c'hoadoù, etre Venac'h ha Gurunuhel, 'benn tennañ plijadur diwar an natur, na petra 'ta. Gwenhael Besnard zo perzh en « Douar didoull », pelloc'h gantañ, deus mikro TK.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio