àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

10 vloaz al labourioù graet e Meneham.

10 vloaz al labourioù graet e Meneham.

E 2005 'oa lañset al labourioù da reneveziñ karter Meneham 'giz gwechall. Tiez ar c'hart (ar c'harter), 'vel 'vez laret 'ba Kerlouan, 'oa kouezhet en o boull abaoe meur a vloaz. C'hoant 'oa savet 'ba dilennidi 'zo 'bar vro saveteiñ ar geriadenn 'lec'h 'ma 'oa o chom pesketourien ar barrez 'zo 'ba bro- Bagan. 3,3 million a euroioù 'zo bet postet 'bal labourioù mañ. Digwener 'oa lidet an deiz ha bloaz mañ 'ba Kerlouan war un ton bras. Kroget an traoù gant un abadenn d'ober tro ar c'harter kaset gant Strollad ar Vro Bagan; un abadenn hag a vo kinniget bep gwener noz e-pad an hañv. Reneveziñ tiez kozh met gant ur pal memestra, setu 'pezh 'zo displeget gant Jean-Yves Caradec, eil maer 'ba Kerlouan. Gant Erwan Blanchard. Ouzhpenn an abadennoù gant Strollad ar Vro Bagan 'vo. Gant Ofis an douristelezh 'vo posubl dizoloiñ ar c'harter bep meurzh. Div diskouezhadeg 'zo da welout: "Ar baganiz, peñseourien penn ar bed?" ha "Meneham, 2005-2015: dek vloaz a labourioù".

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio