àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dipitet eo an izili eus Dibab gant disoc'hoù ar votadegoù

Dipitet eo an izili eus Dibab gant disoc'hoù ar votadegoù

Votadegoù oa disul ba 7 kumun e Breizh. Gant DIBAB 'oant aozet, kement ha degas tu da bep hini da'n em reiñ da glevet diwar-benn adunvaniezh Breizh. Seizh kumun e Breizh a-bezh 'ta: Nozay ha Rougé e Liger Atlantel, Chevaigné en Ill ha Gwilun, Plounevez-Mouedeg en Aodoù an Arvor, Komanna hag ar C'hloastr-Plourin e Penn ar Bed hag e Rianteg er Morbihan. Seitek mil a dud 'oa kinniget dezhe reiñ o soñj diwar-benn adunvaniñ Breizh ha neuze kendeuziñ ar pemp kuzul departamant hag ar c'huzul rannvro en ur vodadenn evit Breizh a-bezh. Bihan 'walc'h an dud bet o kemer perzh 'vat, ha dipitet an aozerien gant se. Selaouomp pelloc'h gant Fabrice Cadou, perzh en DIBAB.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio