Priz lennegel kêr ar Bono ha Kerlenn Sten Kidna
'Benn disadorn e vo roet prizioù lennegel get ker ar Bono ha Kerlenn Sten Kidna.
Bep bloaz e vez enoret ur skivagner vez o lakaat war-wel ar beajoù gant ar priz Bernard Moitessier-Le long cours du Bono roet gant ar gumun ha d'ur skrivangner e brezhoneg deus embannet ur romant nevez skrivet. 700 euro a vez roet dezhe da sekour anezhañ ha da briziañ e labour. E mesk ar re a zo bet priziet c'hoazh emañ Mich Beyer, Herve Gouedard, Riwall Huon, Yann Bijer pe Herri ar Borgn. Kristian ar Meut, ezel Kerlenn Sten Kidna ha perzh e aozadur ar priz a gonta deomp pelloc'h douzh mikro Andrea ar Gal e RBG.